Un "taol-stad" gant Madrid war bolis Katalugna
Disadorn zo bet kemeret penn ar polis katalan gant ur c'holonel ar Guardia Civil en ofisiel. Lakaet eo bet e plas gant Madrid evit ma labouro ar Mossos d'Esquadra enep ar referendum prevezet disul kentañ. Feuket braz eo an dizoualc'hourien e vefe implijet o volis broadel enepsten o-unan. Christian Andreu a zo katalan, labouriñ a ra evit an ensavadur stad Generalitat e ministrelezh ar polis, just a-walc'h. Diskrivañ ra amañ stad an traoù e Katalugna, mez en e anv kazetenner er journal okitan Sapiencia.eu.