àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Diwan hag ar Republik : deus ar promesaoù betek an divizoù fetis ?

Diwan hag ar Republik : deus ar promesaoù betek an divizoù fetis ?

Dalc'het oa bet emvod-meur Diwan Breizh ar sizhun paseet, ur mare hengounel evit ober ar poent war ar chiffroù. Ha mat int ! Gant tost 5 % ouzhpenn a skolidi er skolioù er bloaz-mañ ha gant rak-chifroù evit an distro-skol a zeu a zo war ar memes lañs, 'zo peadra da vezañ laouen er rouedad kevredigezhel. Met emañ Diwan o c'hortoz, abaoe bloavezhioù, e 'vefe kemeret heñchoù nevez gant ar Republik evit sikour diorenn ar skolioù dre soubidigezh. Gortoz a ra Diwan neuze e vefe lakaet e pleust ar promesaoù graet gant ar c'habaler François Hollande. Selaouit diouzhtu Anna-Vari Chapalain, ur renerez laouen, da gentañ penn, gant an disoc'hoù muzuliet ar bloaz-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio