Ce pays - « Ar vro-mañ », ur bladenn get Kristian ar Meut.
Pell 'zo en deus kroget da skrivañ sonennoù a-bep seurt evit e blijadur. En deirvet bladenn-mañ en deus bet c'hoant reiñ e soñj ha lakaat ar gaoz àr degemer ar repuidi er vro, pe ar reform da adkempenn ar rannvroioù pe c'hoazh ar vro, Breizh neuze, pe ar blijadur en dez é vonet d'an aod. Àr ar bladenn emañ ambrouget ar c'haner get Iffig Giquel doc'h ar gitar. Selaouamp pelloc'h get Kristian ar Meut, aterset get Andrea ar Gal e RBG.