àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An dilennadegoù prezidant 2012 : un diviz publik 'ba Kemper (2)

An dilennadegoù prezidant 2012 : un diviz publik 'ba Kemper (2)

ha gant Lionel Buannic (Brezhoweb) Lodenn 2 : yezh ; aozadur ar vro hag an digreizennañ Diviz publik e brezhoneg diwar-benn an dilennadegoù prezidant d'ar meurzh 10 a viz Ebrel, 8e30-10e30 noz, Kemper Aoditorium ar vediaoueg Daoust hag-eñ e rankomp digreizennañ muioch ar vro, pe get ? Petra 'vo graet eus al lezenn bet votet diwar-benn adkempennn ar broioù e 2014 ? Ha kadarnaet e vo Karta europa ar yezhoù rannvro ? Selaouit ar respontoù degaset, e-pad un eur, gant : - André Le Gac, bet kuzulier departamant e kanton Daoulas (Evit Jean-Luc Mélenchon (FG) ; - Hervé Guélou, maer Plufur (UMP - evit Nicolas Sarkozy) ; - Marc Andro, eil-maer Kemper (PS - evit François Hollande) ; - Daniel Hascoët, eil-maer Ploneour-Lanwern (Modem - evit François Bayrou) ; - Yann-Fañch Kerneis, kuzulier-kêr Plouzane, kuzulier BMO (EELV - evit Eva Joly) ; Ar Front National (Marine Le Pen), Debout la République (Nicolas Dupont-Aignan), an NPA (Philippe Poutou, LO (Nathalie Arthaud) ha Solidarité et Progrès (Jacques Cheminade) no deus ket respontet dar bedadenn zo bet kaset dezho.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio