Devezh bedel kleñved Parkinson 'zo hudu!
Devezh bedel kleñved Parkinson 'zo dalc'het hudu. Ur mod da lakaat war wel ur c'hleñved 'zo paket gant 4 million a dud 'bar bed ha da anavezout 'nañ gwelloc'h 'vit stourm outañ gwelloc'h. Abaoe tost dek vloaz e rank Marsel Gourvenneg, eus Plouedern 'kichen Landerne, bevañ gant kleñved Parkinson. Evitañ 'ya war raok ar mod da welout ar c'hleñved. Gant Erwan Blanchard.