Tost achu eo prantad ar jol gwez bezv.
Get an nevez-hañv é tonet e chenj an natur hag an dud iwez. Muioc'h-mui a dud a vez diàr jol gwez-bev fresk. Un dra daet a vroioù kreiznoz Europa èl Suède pe Finland. A-c'houde daou vlez bremañ e vez dastumet jol gwez bezv bio ba tachenn Koad ar Barzh e Melioneg. Tro dro daou gant gwez-bev bennak a zo en holl. Daomp d'ober un droiad àr an dachenn da c'houiet pelloc'h e kumpagnunezh Anne-Laure Nicolas. Displeg a ra deomp penaos e vez dastumet ar jol pe dour bev.