Skrivet 'neunt an izili eus Gesper da gKomission Europa
Kaset 'zo ul lizher gant Gesper hag an teir gambr a goñvers 'ba Penn-ar-bed d'ar Gommssion Europa 'vit displegañ peseurt talvoudegezh 'zo gant sevel ur greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio. Nevez 'zo 'oa embannet gant ar Gommission un danevell 'lakae war wel 'oa ket bet graet ar galv kinnigoù hervez ar reolennoù. Ur galv kinnigoù 'oa gounezet gant Poweo Direct Energie ha Siemens, roet d'ar stalioù mañ 40 million a euroioù bep bloaz 'pad 20 vloaz& 'pezh n'a ket d'ar Gommission peogwir 'neus digoret un enklask evit gouzout hiroc'h. Selaouomp soñj Yves Edern, unan eus ar re 'zo penn Gesper.