Grev 'oa hirie en deskadurezh stad
. Prestik war-lerc'h an distro-skol eo savet ar gelennerien 'enep d'al lezenn adkempenn da vezañ lakaet e pleustr 'benn an distro-skol 2016. Ar soñj bremañ eo lakaat nullañ an dekred da lakaat al lezenn da dalvezout. Kalz a dud a embann bezañ 'enep d'an adkempenn-mañ, met nebeudig anê war ar straedoù dafer se. Un tri-ugent bennaket a dud e Kemper, kant e Sant Brieg, 150 e Brest hag e Gwened, 300 e Roazon&
Yann-Pier Deredel zo kelenner war ar brezhoneg er skolaj e Rostrenn, o vanifestiñ 'oa e Sant Brieg. Lâret 'ra deomp da betra 'oa deut. Gant Tugdual Karluer.