15 vlez eo Breizh Vev Kreiz Breizh!
'Benn disadorn e vo lidet an deiz-se get izili ar gevredigezh. E Laoulan e vo animationoù a-bep seurt adal ar mitin get ur gaozeadenn diàr-benn ar raktres europa Life evit gwarantiñ ar meskl dour dous "la mulette perlière". d'enderv e vo troiooù bale tro dro stank an Dourdu ha da noz e vo dijoloet ar balafenned noz ha kontadennoù liammet get an natur. Un tamm mat a labour o deus izili ar gevredigezh kaset da benn e-korv ar 15 vlez paset, fed ag an tachennoù gleb pe ar loened. àr un dachenn lec'hiet etre Pondi, Loudieg ha Rostren. Gouiamp pelloc'h get Daniel Garrin, ezel Breizh Vev Kreiz Breizh. Doc'h mikro Yaelle ar Mouel.