WAR-EEUN DA==07:45 | 08:15 | 08:45 | 09:15 |12:00 | 17:30
@@@Prosez FNE - Rannvro Breizh@@@
Taolet eo bet termen d'ar prosez oa da vout hiziv e pariz etre rannvro breizh hag ar gevredigezh France Nature Environnement. Douget noa jean-yves an drian klemm enep da izili FNE doa savet ur c'hampagn bruderezh é tiskwezin traezhennoù breizh goloet a vehin glas, pistrius evit an dud. Hrevez prezidant rannvro breizh e rae ar skritelloù gaou doh skeudenn ar vro. 'benn an 6 a viz Mae e vo ag ar prosez e tribunal ensav meur pariz.
@@@Inour vo roet da gampioned Breizh@@@
Prezidant ar rannvro, Jean-Yves an Drian a zegemero bremaik 'ba Roazhon kampioned sevenadur hengounel Breizh. Inouret e vo ar bagad Kap Kaval, ar c'helc'h Eostiged ar Stangala hag kani Quic En Qroigne, kanerion ar bare Allah's Kanañ hag ar sonerion bet trec'h 'ba Kampionad Gourin 2010, da lâret eo : Xavier Chevry ; Yannig Martin, Daniel Moign, Daniel Philippe ha Jil Lehart. Anne Gouerou 'neus dastumet soñjoù Nolwenn Vigouroux àr an degemer-se. Hi zo ezel kelc'h « Eostiged ar Stangala » a Gemper.
@@@Un dolpadenn evit sekour get tud Girex-Mazal.@@@
Diàr galv rann cfdt ha komite antrepriz Girex ha Mazal e vo manifestet 'benn àrc'hoarh e Kemper. En arvar emañ an antrepriz hag e kant eizh implijad ha tri-ugent. Da unneg eur àr blasenn ar resistañs e Kemper e vo an tolpad.
@@@Dek vlez klub Electro-Foot Brestois 'vo lidet 'benn disadorn ha disul 'ba sal sport Lanroze.@@@
Electro-Foot Brestois ur c'hlub melldroad àr-gadoer-ruilh 'zo e rummad kentañ Bro-Frañs bremañ. Poltredoù ha filmoù é kontin dek vlez klub Brest vo diskwezet. Komzet 'vo ag petra eo an handisport ivez, sur-walc'h. Ha sport 'vo àr dachenn Lanroze get Electrofoot Brestois, skipailhad Charleroi, Douai hag An Oriant-Kerpape. E 2011, penaos ya an traoù get Electrofoot Brestois àr-lerc'h dek vlez. Selaouomp Erwan Conq, capitaine ar skipailhad, doh mikro Erwan Blanchard.
@@@Dijolein immrama Roland Becker dre ar sonerezh. @@@
Setu pezh a geunniga ar sonour brudet d'an dud get e arvest savet a-nevez. E-pad an abadenn e vo boyajet da lec'hioù ma plij dezhoñ monet. Liseidi lise Joseph Loth Pondi o deus bet tro da labourat àr raktres Roland Becker iwez, tennet o deus fotoioù lec'hioù 'zo. A-hed ar sihuniad deus n'um gavet an arzourion àr leurenn palez ar gouelioù ba Pondi evit pleustriñ. En o mesk e oa Youen Chapalan. Hennezh neus graet àr-dro ar video hag ar skeudennoù vo bannet àr ur skramm bras e-pad an arvest. Displeg a ra deomp penaos neus labouret.
Henoazh e vo an arvest e Pondi neuze, da eizh eur hanter da noz.