en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Liv an Amzer

Liv an Amzer

Hiriv e vo klevet pegen aktour e c'hell bout Daniel Carre a wehadoù, pa gont ar lizhiri prevez a vez kaset etre Loeiz ha Loeiza Herrieu. Klevet e vo komz hag ur plac'h 'zo tost kenañ hag ar familh Henaff, ni zistroay da vare ar Brezel braz get Daniel Carre ha Jo Morvan, e lenn ur lizher skrivet e miz eost 1917. Setu ma klevit ali Loeiz Herrieu a-zivout soñj e vignonez Anna de choaz ur paotr evit dimeziñ anehon. Selaouit ar gronikenn da 8' E kreiz ar miz, adalek ar 15 a viz Even, vo dalc'het e Penn-ar-Bed unan deus amprouadennoù Kip Frañs Belo. Ar rederien gall tost da dremen a vicher o deus da vezañ trec'h e meur a redadeg er bloaz. N'eo ket forzh peseurt redadegoù, met re dibabet gant Federasion Gall ar Velo. 8 amprouadeg a zo evit ar rummad DN1 (pe Division National 1). Dibaoe penn kentañ ar sezon, e miz Meurzh, zo bet dalc'het 4 outo. Ar pempet a zo ar SportBreizh. Ur redadeg, daoust dezhi bezañ ofiiel, hag a zo divoutin en he stumm... Gurvan Musset, unan deus an aozerien, a zispleg an dra-se da Dunvezh Wlagen-Grandjean. Un atersadenn da glevout adal 36' Perak eo sall ar mor ? Pebezh goulenn, savet da V/Morgane get ur bugel 5 blez. Klasket hi deus, ha bremañ eo roet ar reskont er gronikenn 2 vunutenn evit komprenn, selaouit da 25' Guezenneg, setu un anv familh hag oa un anv bihan a-raok. Muioc'h de c'houzout get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù, da 28' Un dro-lavar dibar get Yvette Le Roux kinniget get Radio kreiz Breizh a zo de selaou e penn kentañ an abadenn ! Tonioù : - Denez Prigent, Nij an Erer - Miley Cyrus, Jolene - Kiez ar Bed (Roland Conq, Nolwenn Runigo, Sylvain Barrou) -Chic, Le Freak

Liv an amzer

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio