en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

the runway

the runway

SIN-160415-THE RUNWAY.docx THE RUNWAY Ur film sevenet gant : Ian Power (2010). Gant : Demian Bichir, James Cosmo, Kerry Condon, Jamie Kierans (1e41). Admouezhiet e brezhoneg gant : Dizale. A beb sort filmoù a vez eilmouezhiet gant Dizale. Lod ag ar filmoù zo evid un implij prevez hebkén, lod arall a c'hell boud skignet er salioù sinema. Tro hor boa bet da weled Lod an Aeled dija e sine-kleub An Alræ ha setu ma hon eus bet tro da weled un eil film e brezhoneg : The Runway, da lâred eo Ar roudenn dibradañ. N'eo ket ar film-mañ a-live gant Lod an Aeled. Ur film evid krennarded yaouank eo kentoc'h, hervez ar re o doa henn gweled, daoust ma ne oa ket bet displijuz d'ar vrazarded naket. Ur senario ag ar re simplañ, mez diazezet war un darvoud gwir degouezhet e 1983 e kontelezh Cork, e bro-Iwerzhon. En un taol e oa bet redïet ur loman sud-amerikan da zouarañ e garr-nij lec'h ma c'helle, e-kreiz ar maezoù, e-tal ur gêr vihan. Peadra da drubuilhañ buhez an dud eno. Peadra ive da roiñ un dra bennag d'ober da laboused ar gêr hag a gav hirig o amzer. Aez a-walc'h eh aont da dorriñ gwer en uzinioù dilezet pe da laerezh traouigoù ti kinkailher ar c'hreiz-kêr. Koutant e vehe ar laboused-se moned e darempred gant un nijell dianaw bennag ha gouest int, evel Paco, da dremen euriadoù en noz da c'hortoz sinaloù-radio gant ar benveg o deus fabriket. A-fed nidi (OVNI) setu ma kavont ur c'harr-nij. Hennañ nen deus ket bet re a zroug, rag frenet e oa bet gant ur c'hoadig. Mez, er stad m'ema, n'eo ket mui evid nijal en-dro. Ar loman, chomet dizroug-kàer ive, a zegouezh ti mamm Paco, hag a véw he-hunan bremañ. Ha kavoud a ra bod er familh-se. Evel-just ema koutant braz Paco da gavoud un tad en-dro, en ur mod, mez evid-se n'eo ket prest ar vamm d'en em lañsiñ a-nevez gant ur gwaz. Hennañ ouzhpenn ne gomz nemed spagnoleg. Euruzamant e c'hell Paco distagañ un nebeud gerioù er yezh estren-se. C'hoari a ra ar grennarded evid lakaad tud kêr da harpañ ar loman, da lâred eo raparañ ar c'harr-nij. N'eo ket an oll akord ha personelezh an estranjer n'eo ket sklaer-sklaer naket. Fasoù brizh a welomp, blew ruz, yaouankizoù dilabour ankouaet gante petra eo labourad. Mez tud ampart zo en o mesk ha krogiñ a raont oll en afer : lakaad ar c'harr-nij da zibradañ en-dro. Ha doned a raint da benn, fier-ruz. Hag ar polis, evel-just, a arruo re ziwezhad. Rag ne oa ket an estrañjer un den divlam. Un torfeder e oa, polis e vro é redeg war e lerc'h. Ur bandit, mez unan tener e galon, evel bleiz an istoer. Arabad klask aze boued da vagañ speredoù ar brederourion, stank en hor bro, evel ma ouiit, mez bezomp trugarezuz. Red eo anzav n'omp ket kustum c'hoazh da weled filmoù e brezhoneg. Un akustumañ hon eus da dapoud. Drol a ra gweled tudennoù ar film-mañ é komz brezhoneg. Mez diouzh an tu arall e c'heller kavoud drol ive kleved galleg e filmoù zo, da skwer e heni Marc Dugain, Une exécution ordinaire, lec'h ma klever André Dussolier gerioù galleg en e veg evid c'hoari Stalin. Ar galleg ne jaoj ket evid peb tra naket. Ar pezh a zo, pa lâromp galleg e ouiomp a betra a gomzomp. Pa lâromp brezhoneg n'eo ket ur sort. Perag ? N'eo ket unvan ar yezh komzet. Braw eo kleved brezhonegoù dishañval, adal ma vint komprenet. Me, da skwer, ne gomprenan ket an hanter ag an dialogoù. Arabad lonkiñ re a silabennoù, ha daw eo pouezañ muioc'h war ar sanadur. Mez n'hon eus ket patrom ebed. Mechal pegoulz e krogimp da vad er problem-se. Rag paeañ a ra an dud evid kompren ive, a-benn ar fin. Jean-Claude le Ruyet.20160415b.(166E).
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio