en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

suite armoricaine

suite armoricaine

SIN-160429-SUITE ARMORICAINE.docx

SUITE ARMORICAINE
Ur film sevenet gant : Pascale Breton (2016).
Gant : Valérie Dréville, Kaou Langoët, Elina Löwensohn (2e28).

Ale, graomp hiziw un tammig lec'h d'an droukhirnezh. Un dra bennag he deus ankouaet ar sevenerez e amzer he yaouankiz. Mez petra ? Daw eo gortoz evid gompren, hir-mat eo ar film ha difonn-kàer, evel pa rankehe ar glaskerez sevel goustad-goustad an del marw o doa mouget he bloaziadoù tenerrañ. Ankouaet un dra ganti, kollet marse du-hont, e Breizh-Izel, hi hag he doa pellaet a-zoc'h he bro c'henidig goude he studïoù e skol-veur Roazon 2.

Douzh a seblant e oa he zremen e Roazon an "etrefas" etre an amzer gent ha heni he buhez vrazardez. Setu perag kredabl e laka kampus Keryann da voud pawell he film, hag a zo amañ testeni hec'h enklask. Ha setu-hi distroet d'he skol-veur gozh enta. Kavoud a ra eno studierion hag a gomz brezhoneg. Aterset gante diwar-benn he yaouankiz, e sav enni souden ur galonad digontroll. Petra zo kaoz 'ta ? Ha gouied a ra-hi ? Displann meur a wezh e chom ar pezh en doa roet e liw d'hon bloaziadoù kentañ, pa ya meur a zarvoud ha meur a zen da veskañ ar liw-se. Achanterezh ar lec'hioù, pradig, stêrig, pontig, daet oll da voud bihannoc'h ha disterroc'h c'hoazh, dipituz zokén o ment d'an den pa oa chomet ken braz en e vemoer.

Amañ nawazh n'eo ket kement-se ar lec'hioù a gont, nebeutoc'h ataw eged an heni a oa bet splannder ar lec'hioù-se un amzer zo bet : tad-kozh ar plac'hig daet da voud filmourez pell goude.

Moian zo da ne vern piw kavoud keuz d'e dud-kozh evel-just, mez gwezhave d'an nebeutañ e veze gant an dud kozh-se peadra da vagañ ar garantez evite. Un deskamant tapet etalte. Un dra bennag perzh ag istor an denelezh, hag a ya da verkiñ don speredoù ar vugale vihan o buhez pad. Boud eh eus ag an amzer-vremañ evel-rezon. Ha soñjal a ra peb unan en deiz da zoned, er vakañsoù da brientiñ, er labour da gas da benn e-raog ha m'oar-me c'hoazh... Mez gant an amzer dremenet, ankouaet liez hiziw-an-deiz (pa ganer ataw e ranker henn dijabliñ diwar an daol), gant an amzer-se, ya, e vouskan gwriziad zo c'hoazh. Ha pa glever an ton-se ha pa c'heller diskodiñ ar c'homzoù anezhañ e sav splannoc'h ennor ster ar vuhez, ster buhez an den kuriuz.

Tad-kozh ar bennaktorez zo amañ heni Pascale Breton kenkoulz lâred, rag hi, anad eo, zo a-dreñv he zudenn er film. Ha gant an tad-kozh-se e oa daou dra briziuz. Da gentañ ar yezh, ar yezh vrezhoneg, komzet larg en e amzer ha nebeud hiziw.

Ouzhpenn komz brezhoneg e oa an tad-kozh diskonter a-vicher. Anavoud a rae louzoù e endro, evel ma anave o re chamaned ar Siberi pe re ar Perou. Douzh a seblant he deus soñj Pascale Breton ag ur louzaouenn d'an nebeutañ, ur louzaouenn mad douzh ar spont : Louzaouenn ar Gwall-avel. Rag gelliñ a ra an den chomel klañv goude boud bet spontet. Henn gouied a ran, goude boud chomet ur miz diaez em gwele pa ne ouie ket ar medisinour petra a oa kaoz. Beteg an deiz ma he doa goulennet ma mamm-gozh gant ma mamm ha ne oan ket bet spontet gant un dra bennag. Ha lâret em boa em boa manket boud flastret gant ur c'hamion war blasenn Langidig, ha letaet evel ur c'hi gant ar chofeur ouzhpenn-se. Diouzhtu-kàer e oa waet ma mamm da weled Mari ar bareerez, ha daet en-dro d'ar gêr, Louzaouenn ar Gwall-avel ganti. Evet em boa an tizan graet gant ar louzaouen-se hag unan pe ziw ouzhpenn, hag an deiz war-lerc'h e oan bet kaset d'ar plaj da Fort-Bloqué gant ma c'heniterw Marie-Paule, aesaet ma droug din. Mard it da weled ar film e weloc'h ar blantenn uvel-se, uvel, mez priziuz.

Jean-Claude Le Ruyet.20160429c.168E.

passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio