en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Prantad "Bouton d'or" an UDB

Prantad "Bouton d'or" an UDB

Penaos lakaat asambles arz, stourm hag istor en un diskouezadeg ? Setu an tamm pariadenn oa bet graet gant izili Unvaniezh demokratel breizh, an UDB neuze, e miz Gwengolo 2022 e Lannuon, en ur sevel un diskouezadeg bihan gant skritelloù ar strollad politikel.
Un dregont skritell bennak, arouezel deus ar prantad anvet gante ar prantad « Bouton d’or », a zo bet diskouezet e tavarn ar Flambard e kreiz-kêr Lannuon.
Hervé Latimier ‘zo ezel deus an UDB abaoe ar bloavezhioù 1970, ha dilennad e kuzul-kêr Lannuon hag er gumuniezh kumunioù. Eñ en devoa bevet prantad « bouton d’or » ar strollad politikel evel just. Reiñ ‘ra deomp e sell war ar skritelloù-se. Un digarez da geñveriañ ar modoù da stourm en ur gevredigezh o cheñch.

Atersadenn : Rose Troadeg
Muzik : Tammoù kanaouennoù : Youenn Gwernig, Gilles Servat, Edven Kirjuhel. Alain Barrière : Keleier Plogoff, Storlok
Tammoù diskour : ar c’hannad Paul Molac e-pad manisfestadeg an 13 a viz Meurzh 2021 e Kemper

 

passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio