en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

Setu adkroget ar bloaz, get un abadenn vintin nevez! "Pal zero lastez" setu tem Fest ar Bio, a vo an dibenn-sizhun 'mañ za e Muzilleg. Jean-Baptiste Le Galloudeg a gemer perzh en aozadur. Selaouit an abadenn tro 8' da glevout ar gaozeadenn. Radio Naoned a zo ur raktres kaset get Radio Kerne. A benn un nebeut mizioù hon o tro da glevout brezhoneg e bro Naoned, àr rouedad an RNT (Radio numérique terrestre) setu m'o deux kavet 2 zen gopret evit kas ar raktres da benn, kavet ul lec'h, partied eo èl ma vez laret e bro Gwened. Selaouit doc'h an atersadenn kinniget get Gwenvael Delanoe da 20' Relegoù an istor a zo ur gronikenn hag a vo klevet bep lun, hag ar sizhun 'mañ ez eus bet lakaet ar gaoz àr penaos e vez graet an istoer, penaos krediñ ar pezh a zo c'hoarvezet, pe get, ur sell un tammig hollekoc'h àr an danvez ma faot deoc'h selaou tro 35' Betek digwener e vimp get Josselin Liotard. Hennezh zo o chom e Bro Dreger met ganet eo bet e Bro Naoned. Skrivet 'n eus ur pennad a-barzh ul levr nevez moulet gant Yoran embanner, Le Livre Blanc de l'Unité Bretonne, setu an anv. Kontañ a ra e-barzh un tamm hag istor ar rannvro Broioù-al-Liger. Displegañ a ra doc'h mikro Tomaz Laken ag Radio Kreiz Breizh penaos e oa bet klasket gat politikerien ar rannvro-se, adalek ar penn kentañ, bihanaat perzh breizhek departamant al Liger-Atlantel. Selaouit da 41' Gevier 'vez kaset get Pol Implij? Petra 'ta? Muioc'h a zisplegadenoù get Laetitia Fitamant hag Radio Kerne. Selaouit da 1'11 Tonioù: - Titom, Pemp! - Soig Siberil, Prince Charlie - Lorena McKennitt, Marco Polo - Djelimady Tounkara, Ayebo - Saodaj, Somin lamour - Cat Power, The greatest

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio