en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Neruda

Neruda

SIN-170210-NERUDA.docx

NERUDA
Ur film sevenet gant : Pablo Larrain (2016).
Gant : Luis Gnecco, Gael Garcia Bernal, Mercedes Morán (1e47).

Ema Pablo Larrain ur sevener chilian hag en deus filmet ar Chili goude diktatouriezh Augusto Pinochet. Daet eo da voud brudet gant ar film Santiago 73, post mortem (2010) ha dreist-oll No (2012). Hennañ a ziskoueze penaoz e oa bet skarzhet Pinochet ag ar galloud e 1988. Filmoù arall evel El Club (2015) diwar-benn beleion lakaet a-gostez gant an Iliz a ziskouez ampartiz Pablo Larrain evel sevener.

Diktatouriezh Pinochet zo an heni vrudetañ marse e-mesk an diktatouriezhoù a zo bet anavet gant Sud-Amerika en hec'h istor. Er bloazioù 1930 e oa bet ur yuc'h renadoù kaled en Europ hag e Amerika-ar-C'hreisteiz. E Europa : an dispac'h bolchevik, ar faskouriezh italian ha heni an Alamagn (adal 1933). E Bro-Spagn, diktatouriezh Primo de Rivera (1923-1930) ; heni Pilsudski er Pologn (1929-1935) hag ar salazarizm er Portugal (1930-1968), heb kontiñ ar Roumani ha Bro-C'hres. E Sud-Amerika : un heuliad taolioù-Stad er Brazil hag e Arc'hantina, ha beteg broioù demokratel evel ar Chili pe an Uruguay. E 1976 ne oa ket 'med diw vro diwar ugent na oant ket dindan beli un diktator bennag e Amerika latin : ar Venezuela hag ar C'hosta-Rika. Soñjomp en Nikaragua, e Kuba pe er Paraguay (gant Stressner, 1954-1989), ha kement a zo.

Kontiñ a ra ar film ur momant ag an istor-se, degouezhet er Chili er 1948 ha tro-dro d'ur barzh oll-vrudet, e anv-pluenn Pablo Neruda (1904-1973). Boud e oa Neruda ur c'homunist hag en doa mouezhiet evid lakaad González Videla da brezidant ar Chili e 1946. Da gentañ e oa bet degemeret kannaded komunist er gouarnamant, mez boutet e oant bet er-maez e 1948. Buan e pellas Neruda ag ar renad-se, waet re a-zehoù en un taol, dindan gwask an Amerikaned kredabl, en ur prantad ma tale ar Stadoù-Unanet douzh an Unvaniezh Sovietel dre ar brezel-yein. Adal neuze e oa bet poursuet ha toull-bac'het ar gomunisted hag ar sindikaderion gant ar polis, ha redïet da Bablo Neruda achap ive, beteg Europa, India, ha Mec'hiko. Eno, e 1950, e oa bet embannet e Canto General (Kan Olleg), berzet er Chili.

Ijinet en deus ar sevener, Pablo Larrain, rol ar c'homiser é redeg war-lerc'h Neruda tra ma oa hennañ er Chili c'hoazh. Degas a ra an dra-se, nad eo ket tre feal d'an istor, ur liw skañv ha barzhoniel d'un termen na oa ket ken farsuz-se. Gant e skridoù eo e stourme Neruda. Barzhonegoù kàer, strewet dre zindan er Chili a-bezh ha pelloc'h c'hoazh, pa anave Neruda kalz tud er bed a-bezh, evel Picasso pe Federico Garcia Lorca.

Gweled a raomp an den en un endro aez a-walc'h dezhañ. Gras d'e skridoù e oa bet anavet Neruda abred ha waet da goñsul e meur a vro adal an oad a 23 bloaz. Goude multr Federico Garcia Lorca dindan Franco en doa savet douzh tu ar Republikaned spagnol. Diouzh an tu arall e oa bet rebechet dezhañ boud deroet ur viza chilian da zDavid Siqueiros, an heni en doa aozet ar c'hentañ taol evid lazhañ Trotsky a-berzh Stalin e Mae 1940. Pa oa daet Allende da brezidant ar Chili e oa bet kaset Neruda ambasador e Pariz, mez mervel a reas pemzeg deiz goude donedigezh Pinochet da benn ar Stad, e 1973. Ez-ofisiel e oa gant ur c'hrign-béw, mez bremañ e seblant kentoc'h e oa bet ampouezonet an den. Ar varzhed, pa yaont a-du gant ar bobl, ne vezont ket prizet kalz gant an diktatored.

Mervel a ra difonn/An heni na chañch ket penn d'ar vazh
Pa vez maleuruz en e labour pe en e garantez ;
An heni na risk netra/Evid doned da benn ag e hunvreoù ;
An heni nen deus ket - ha pa vehe ur wezh/Disentet douzh an avizoù fur.

Bevit bremañ.
Grait hiziw ar paz riskuz... Pablo Neruda.

Jean-Claude Le Ruyet.20170210c.198F.

passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio