en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

L'étreinte du serpent

L'étreinte du serpent

SIN-160304-CAROL.docx

CAROL
Ur film sevenet gant : Todd Haynes (2015).
Gant : Cate Blanchett, Rooney Mara (1e58).

Bemdez-Doue eh a emdrôadur an denelezh war-raog edan hon daoulagad, mez ne welomp ket ataw ar pezh a chañch, ar pezh a ra e dro. Ouzhpenn-se eh ankouaomp, ha fonnabl a-walc'h, beuzet mah omp gant an doereioù helaezh a gouezh warnimp diehan, ya, ankouaad a raomp ar pezh a oa bet kemmet tregont vloaz so ha pelloc'h muioc'h c'hoazh. En em gustumiñ a raomp douzh ar bed en-dro dimp, ha krediñ a raomp ema evel-se a-vepred hag e chomo evel-se da viken.

Setu perag marse e talvez ar boan lakaad un taol freskaad war hon speredoù, ar pezh en deus graet Todd Haynes amañ gant e film. Hiziw e welomp evel un dra normal an dud kariñ piw o deus c'hoant da gariñ. Hiziw e c'hell peb unan ober ar pezh a gar gant e garantez. Sañset. Rag ne vez ket aez ataw e peb lec'h, e peb degouezh, e peb bro c'hoazh. Pa vez anw ag an hañvalsekselezh, an hañvalreviadezh, eh ankoua an dud ne veze ket aez bemdez d'an den diskoueziñ e c'hoantoù n'eus ket pell zo c'hoazh. Ha d'ar maouezi diaesoc'h c'hoazh marse.

Kontiñ a ra ar film istoer ur vaouez, plad he buhez familh gant ur gwaz re liez er-maez : edan dizimeziñ ema. N'eus nemed he merc'h vihan a ra joa dezhi. Pa wel ar wreg-se ur plac'h yaouank é selled douti gant daoulagad karantezuz e tro he gwad en he c'halon. Evel-se ema ar garantez, henn gouied a rit. Degouezhoud a ra warnoc'h trumm, en un taol, heb boud telefonet deoc'h e-raog. Souden setu-hi diragzoc'h, ha deoc'h d'ober ganti. Da lâred eo respont douzh he goulenn pe achap kuit ha dilezel marse avañtur vrasañ ho puhez. Pa soñjer en traoù hag a zebr spered mab-den n'eus ket kement-se anezhe : ar garantez, ar labour, ar brezel, ar blijadur d'an den e-hunan. Ar speredelezh, evid lod. Mez ar garantez, ouzhpenn-se, a c'hell en em silañ e meur a dra. Meur a vrezel zo bet savet abalamour d'ar garantez hag er labour zokén e kav liez he lec'h.

Savet eo bet ar film diwar roman Patricia Highsmith, The Price of Salt, "Priz an halen", embannet e 1952. New-York er bloazioù 1950. Bloaziadoù kàer an Amerik, Amerik an otoioù braw, an dilhad-feur, an argant aez. En ur stal vraz lec'h ma labour Tereza e ta ur vourc'hizez da brenañ un tren tredan d'he merc'hig. Ankouaad a ra he manegoù war ar c'hontouer : setu aze an tu da Dereza da voned e darempred en-dro g'an heni he doa lakaet he c'halon da dridal. Tereza e oa he galant é troiñ tro-dro dezhi, ha dle oa dezhe moned da veajiñ pell. Mez petra a bouez ur veaj pa ne vez ket gant an heni a domm hon kalonoù ?

Bourriñ a ra ar sevener filmañ tud tapet e rouedoù ar gevredigezh, e rouedoù o santimantoù kontrel, hag ar maouezi dreist-oll, ataw tapet e rouedoù ar re arall pe en o rouedoù dezhe o-hunan, mez tapet ataw. Dedennet e vez Todd Haynes gant ar liammoù a stag an dud unan douzh egile. "Kentizh ma ra unan bennag un dra difennet e ta da-heul ersavioù a-ribitailh hag a laka toud an dud diaez. N'eus den fall ebed. N'eus nemed c'hoantoù an den hag a stok douzh reuted ar gevredigezh" a lâr-eñv.

Braw e vez ataw gweled penaoz e ta daou zen d'en em gavoud, d'en em anavoud. An hent-sen eo a vourr ar sevener filmañ. Diskoueziñ a ra dimp an diaezamant a gav peb unan war e hent evid tostaad douzh e garantez. Dreist-oll pa vez berzet an tostaad-se gant ar gevredigezh. Kompren a raomp e chom ar moralizm e korn ar c'hoad ataw, é c'hedal, prest da ziskuliañ, da flateal ha da skoiñ pa gar.

Jean-Claude Le Ruyet.20160304c.160E.

passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio