en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Larsen ha Mediator 63 : Ganedigezh ar metal : Black Sabbath

Larsen ha Mediator 63 : Ganedigezh ar metal : Black Sabbath

A bep seurt a gaver e metoù ar sonerien metal : tud drammet, azeulerien Belzebuth,
muntrerien, kristenien o kavout ar feiz war an diwezhat, emziouererien, sonerien leun o
godelloù pa leuniont stadoù divent ha reoù all dianav o seniñ e salioù brein. Eus kambreier
ar grennarded da ilizoù Bro-Norvej en deus ar metal laosket roudoù e pep korn ar
blanedenn. Hiziv e « Larsen ha Mediator », n’en em gollimp ket, ket c’hoazh d’an
nebeutañ, e milendall ar familhoù metal (black, trash, death, doom, power metal ha me
‘oar-me !) Ket ! Emaomp o vont da echuiñ gant an trede strollad pouezusañ e heavy rock
ar bloavezhioù 70, an hini en deus krouet ar sonerezh metal, just-a-walc’h, war an dra-mañ
eo a-du an holl, n’eo ket fall dija ! Neuze, tapit krog en ho krusifi, lavarit ho pater ha
digoromp dorioù an ifern !


Playlist :
- Black Sabbath : Movie trailer, Warner Bros, produet gant Lionello Santi, sevenet gant
Mario Bava
- Black Sabbath : Black Sabbath
- Black Sabbath : Iron man
- Black Sabbath : Snowblind
- Black Sabbath : Supertzar (fons son)
- Black Sabbath : Paranoid from the end


Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection editions

Larsen ha mediator !

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio