en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gouel an Erer Kozh 2018: devezh ar sadorn

Gouel an Erer Kozh 2018: devezh ar sadorn

An Erer Kozh, brasañ gouel sonerezh e bro C'hall, a vez e brezhoneg evit un eurvezh bemdeiz, gant an abadenn radio war-eeun deus ar gwener d'ar sul.

En eil abadenn, savet d'ar sadorn, e vez klevet :

Alt1n Gün (Izel-Broioù/Turkia). Gant ar strollad sonerien yaouank-se e vez graet sonerezh rock bro Durkia ar bloavezhioù 60-70. Aterset int bet e saozneg gant Dewi ha Jeanne. Da glevet war dro an 8'.

Jean-Daniel Bourdonnay, perzh e skipailhad programmiñ leurenn Gwernig dibaoe ar penn-kentañ, d'ar mare ma oa graet « Kabaret » deuhouti. Un digarez evit Yann-Bêr Gwiader da c'houzout penaos eo bet krouet anezhi. Adalek 15'.

Ar strollad 'Ndiaz a oa gant e bladenn nevez « Son 'Rod » war leurenn Wernig. Mez peseurt sonerezh a vez graet ganto fin ar gont ? Breizh, Brazil, an Indez, ar Reter ? Jazz ? Setu pezh zo bet goulennet diganto gant Tunvezh Wlagen-Grandjean, da 25'.

Rozenn Taleg a ra war dro an darempredoù etre arzhourien leurenn Wernig ha kazetennerien, a youll-vat. Aterset eo bet gant Jeanette ha Maina. Klevet vez anezhi da 38'.

Da sadorn vez ar giz da gaout ur fest-noz war al leurenn Gwernig. An daouad yaouank L'Haridon-Nedeleg, a ra berzh er gouelioù braz, a voe programmet da seniñ eno. Atersit eo bet Yann-Ewen ha Youen gant Enora Molag, da 44'.

Maria a labour a youll-vat war ar gouel, evit netaat war lec'h an arvesterien. Aterset eo bet gant Yann-Bêr Gwiader, da 50'.

Un abadenn kinniget gant Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Kerne.

Gouel an Erer Kozh 2018

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio