en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Fleur de tonnerre

Fleur de tonnerre

SIN-170310-FLEUR DE TONNERRE.docx

FLEUR DE TONNERRE
Ur film sevenet gant : Stéphanie Pillonca-Kervern (2017).
Gant : Deborah François, Benjamin Biolay (1e40).

Hiziw e komzin deoc'h ag Hélène Jegado, he deus roet an tu da Stéphanie Pillonca-Kervern da sevel ur film war he divoud, Fleur de Tonnerre. Da gomañs em eus en em c'houlennet petra oa an hanw-se, Fleur de Tonnerre. Ag un hanw brezhoneg e tahe ? Boked-Gurun, pe Bleuenn-Gurun ? Hiziw c'hoazh ne ouian ket, rag n'em eus ket lennet romant Jean Teulé a ro an hanw-se dezhi.

Arsa, setu ur vaouez, ganet e 1803 e Pleheneg, er Morbihan, ha marw e Roazon e1852, hag a zo anavet evel brasañ multrerez ar Frañs hag er bed zokén. Tamallet e oa bet dezhi boud klasket lazhañ tost da gant den, ha boud lazhet da vad 60 anezhe. Ar Brinvilliers e-talti, dibennet e 1676 evid un nebeud ampouezonadurioù, n'eo ket 'med un amatorez. E gwirionez ne oa ket bet kondaonet Hélène Jegado nemed evid 5 multr hebkén ha làeronsïoù, a-gaoz ma oa re gozh ar re arall evid boud dalc'het kont anezhe gant ar justis. Setu un dra bouezuz memestra : n'eus ket petrol e Breizh, n'eus ket ar brezhoneg roet priz Nobel ebed d'an denelezh c'hoazh, mez ganimp ema ar serial killer terruplañ ! Bevet Breizh !

Lâret zo bet e oa bet merket ar Jegadoenn gant ar sorbiennoù a veze kontet en he familh ha tro-dro, ha dreist-oll gant ar re diwar-benn an Ankoù. Daet e vehe bet-hi brec'h an Ankoù war an douar. Evid-se he doa kavet ur feson didrouz da zoned da benn ag he c'hoantoù : keginerez a lec'h-da-lec'h, hi a lakae un nebeud arsenik er boued a aleje d'he mistri. Boud e oa bet ive gast en ur bordel e Porzh-Loeiz, lec'h ma tae martoloded ha soudarded. "C'hoariet" he doa e Seglian, en Alrae, Bubri, Henbont, Logmenec'h, An Oriant, Porzh-Loeiz, Plañvour, Pondivi ha Roazon. Ha ganti e oa bet kaset beleion, leanezed, bugale, bourc'hizion, maouezi, gwazed pe soudarded d'ar bed arall didruez.

Ne selle ket douzh oad an dud. Gwir eo e sko an Ankoù evel unan dall, war ar re gozh, ar re yaouank, war ar re glañv ha war ar re yac'h. Matezh he Mestr hebkén e vehe bet neuze. Den nen deus gouiet resiz pesort mennozh e oa he heni evid lazhañ an dud. Kuriuz zokén ne oa ket bet dizoloet ar wirionez abretoc'h, rag seul gwezh ma tremene en ur lec'h bennag e varve an dud tost en ur mod na seblante ket normal. Mez kolera a oa bet e Breizh un nebeud bloazioù e-raog ha krediñ a rae d'an dud e oa un addonedigezh ag ar c'hleñved-se. Gwir eo ne oa ket ken avañset ar vedisinourezh d'an amzer-se c'hoazh.

Er film ema bet lakaet Déborah François da c'hoari ar Jegadoenn. Ur vraw a verc'h, Déborah François. Pa weler mask Hélène Jegado goude he marw n'eus netra da weled gant fas Déborah François. Mez ne glask ket ar film boud feal d'ar wirionez. Evid traoù zo ne c'hell ket lakaad an den da grediñ er pezh a vez diskouezet, da skwer pa lâr an tad d'e verc'h n'hell ket he gouarn en e di. Evid traoù arall ema ar film un dastum displijuz ag ar c'hlicheioù a vez taolet gant ar Barizianed war Breizh c'hoazh. Ur meskaj digempouell a vodoù ar vro, da skwer Bigouterion ha Bigoudenned é tañsal ar laride pe an dro e Pleheneg, pe Paganiz é lakaad bagoù da soliñ evid serriñ peñse goude. Mez, bon, dre vraz n'eo ket ur film displijuz da weled, daoust d'e vankoù. Un tu da zegas soñj dimp eh eus bet ag ar vaouez-se en hon bro, unan a oa daet da voud ur menier diaoulez, unan a veze meneget evid lakaad ar vugale da achu o soubenn.
Jean-Claude Le Ruyet.20170310b.202F.

passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio