en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Carré Magique Lannuon aloubet : teirvet sizhun !

Carré Magique Lannuon aloubet : teirvet sizhun !

Ouzhpenn kant teatr pe lec'h a gultur a zo aloubet abaoe ma oa krog ar stourm e penn kentañ miz Meurzh. Hervez kont ec'h a war greñvaat stourm ar sonerien, teknisianed, komedianed hag an arzourien a bep seurt. Goulenn a reont da gentañ penn ma vo lemet reform asurañs an dilabour, ma vo astennet ar bloavezh gwenn roet d'an iñtermitanted ha savet ur plañ a-benn adlañsañ al labour e bed ar Sevenadur. E-mesk al lec'hioù okupet e Breizh emañ sal arvestoù ar « C'harré Magique » e Lannuon. Bemdez etre kreisteiz ha 2eur eo pedet an dud da zont da souten ar stourmerien hag ar stourmerezed. Tomaz Laken zo bet war blas. En em gavet eo gant Gaby Kerdoncuff, soner trompilh, hag Erwan Hemeury, komedian, konter ha muzisian...

Pikous Dibikous

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio