en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Abadenn Nnn 178 : Lizher ag an 2.01.1917

Abadenn Nnn 178 : Lizher ag an 2.01.1917

Abadenn Nnn 178 Lizher ag an 2.01.1917 Lec'h : Rollot. ///Dec'h n'em boa ket bet doare ebet... Komzet en doa AbAlor en doa roet Jos Parker (Doue er pardono !) unan ag e daolennoù deomp. Ha bet hoc'h eus bet an daolenn-se ? . Nend eo ket ret pilat ar vugale e'it o lakaat da zoujiñ, nag o lakaat da ziover a voued... D'an tad ha d'ar vamm eo goût petra a servijo ar gwellañ da lakaat ar c'hrouadur da baeiñ ar pezh en deus graet... Ho kalon a zle bout serret doc'h an druez a pa gastizit e'it un dra fall... Ho mamm a zle bourriñ muioc'h get Mari... Ar re gozh en devez furnezh àr-un-dro get o spered loaget. Rezon hoc'h eus da fiziout atav em c'harantez... Ne vern pegen pell e vin dispartiet doc'h ar re a garan, ma c'halon ne cheñcho ket en ho keñver... Gwelet em eus e-pad ar brezel-mañ re hag a gomz a vonet d'ar gêr noz ha deiz [...] hag a gousk get merc'hed ar re arall a pa gavont o zu ! . Merc'hed ar re-se ne ouiont ket, sur, petra a ra o gwazed... Ar santimantoù a ziskouezer ne vênt ket bepred gwir ! . Al levrioù brezhonek lakait int a kostez pervezh... Ar miz-mañ e c'hellin kas deoc'h àr-dro kant dek lur ha tri-ugent (170)... A-hend-arall eh omp bevet a-dres... E ti ur vaouez eh omp, hag e paeomp 4 real dezhi bemdez hag he magiñ... Spered ho Loeiz hag e galon a zo leun ac'hanoc'h... Me a azez àr ho taoulin ha, mam brec'h en-dro d'ho koug, me a vok deoc'h a-vegadoù bras./// Un daolenn livet roet dezhe get Jos Parker. Pred eured a-benn an 11.01. Desav ar vugale hervez gwel ar gatoliked yaouank ag an amzer-se : kasaat ar fall, o lakaat àr hent ar mad. Koñfortiñ Loeiza abalamour d'ar brudoù é redek abalamour da Loeiz chom pell. Cheñchamantoù bras er gevredigezh abalamour d'an disparti en tiegezhioù, gwazed ha maouezed.

Àr benn ma glin e skrivan deoc’h

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio