en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Petra 'lak an amzer da vezañ diroll ?

Petra 'lak an amzer da vezañ diroll ?

Ur sell ur wech ouzhpenn gant liv an amzer hag ar c'horventennoù dibaouez a ra o reuz e kornôg Frañs dibaoe un nebeud sizhunvezhioù. Beuzet mat eo kêrioù dibaoe an noz paseet, pe 'vefe Montroulez, Kemperle, Pondi, Landerne pe c'hoazh Kemper. Ar gorventenn Qumeira a vez tagus hiziv, dreist-holl gant an dourioù-beuz. Annezidi a rank bezañ dilojet, hentoù a chom stanket c'hoazh ha kalzig tiez a zo c'hoazh di-dredan, dreist-holl e Broioù al Liger. Betek warc'hoazh da nebeutañ emañ departamantoù Il ha Gwilun ha Liger Atlantel war evezh orañjez ha Penn ar Bed ha Morbihan gant evezh ruz 'blam d'an dourioù-beuz. Emberr 'zo gortozet ur gorventenn all : Ruth he anv hag a dago ar vro dre an aodoù gant ur wech ouzhpenn avelioù hag houlenn greñv ouzhpenn ar glav builh. Emañ Ruth 'kostez inizi Breizh Veur ha kas a raio ganti avelioù kornôg kreñv, 'pezh n'eo ket evit sioulaat an dourioù-beuz. Gwenole Guevel, bet ijinour e Météo France a zispleg deomp petra e tro an amzer da zot. Emañ ouzh mikro Morgane Bramoullé deus Radio Kerne.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio