50 vlez eo ar gelaouenn Pobl Vreizh.
E miz Geñver 1964 e oa bet krouet neuze doc'htu pa oa bet savet an UDB, Unvaniezh Demokratel Breizh. Da getañ evit reiñ da glevet mouezh ar strollad politikel, en un en-dro ha ne oa bet berped aes en ober. Chomet eo bev a-c'houde ha 1000 a dud a zo koumanantet d'ar gazetenn viziek bremañ. Gael Briand pennredaktour Pobl Vreizh a zispleg deomp perag e choma ur benveg a-bouez c'hoazh hiziv an deiz. Doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.