Ar gorventenn Petra oc'h ober he reuz
Distruj bras a zo er vro hag ul lestr-karg a zo aet d'ar strad e Bro Euskadi gant 13 martolod en he bourz. Savetaet int bet e penn-kentañ an abardaez ha ne vefe hini ebet gloazet sirius daoust d'ar vag bezañ troc'het e daou damm. Dour-tan a zo bet skuilhet gant al lestr met na vefe riskl bras a lañv du ebet hervez an arbennigourien.
E Brest eo ur c'hobar a zo aet d'ar strad er porzh a goñwerzh hag e Kameled eo bagoù dre lienn a zo bet gwallgaset 'blam m'eo kouezhet ur ponton.
An dorgennoù bet taget dija gant ar gorventenn Dirk a zo gwan, lod anezho a zo aet en o voull zoken.
Dec'h 'zo bet muzuliet barradoù avel o vont us da 150 km an eur e Kameled hag ar mintin-mañ 'oa gwagennoù o vont betek 19 metrad e donvor Konk-Leon, 'kostez tour-tan ar Mein Du.
Da 11e ar mintin-mañ e oa c'hoazh daou vil ti warn ugent di-dredan e Breizh.
Pont an Irwazh e Brest a zo bet digoret en-dro d'an otoioù da 2e goude merenn met meur a hent a zo sarret c'hoazh 'blam da gwez pe orjalennoù tredan kouezhet warno.
Dav chom war evezh, n'eo ket echu an tourmant. Ur barrad glav bil a vo o kouezhañ 'benn warc'hoazh war Breizh a-bezh hag ur gorventenn all, Okka hec'h anv a zegouezho e noz diriaoù da zigwener o kas avelioù betek 150 km d'an eur war an aodoù hag houlenn greñv.
Selaouomp testeni Loeiz Verveur o chom e Kraoñ. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.