Erru eo an Telegramme nevez!
Dibaoe ar sizhun dremenet o deus merzhet lennerien an Télégramme e oa cheñchamant gant ar gazetenn lec'hel. Splannoc'h eo ar pennadoù war baper, hag ul lec'hienn internet adnevesaet penn-da-benn a zo da zizoloiñ. Muioc'h a skeudennoù ha videoioù zoken a c'heller gwelet war letelegramme.fr hag ul lec'h eskemm davet ar rouedadoù sokial a zo bet krouet. Koumanantet a ranker bezañ avat evit gwelet an holl bennadoù. Kement-mañ a lak c'hoazh un 3000 den bennak da c'hortoz, kement a c'houlennoù emezellañ d'al lec'hienn a zo. A-benn un devezh pe zaou e rankfe ar gudennig bezañ renket hervez ar renerien. Petra 'zo cheñchet neuze gant an Télégramme? Selaouomp Pascal Bodéré, is-penn-redaktour an Télégramme. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.