Ya da garta ar yezhoù bihan
Ya da garta ar yezhoù bihan. Setu disoc'h ar votateg oa bet dec'h gant an deputeed er breujoù e Pariz. Tri c'hant ur c'hannad ha tri-ugent a zo a-du evit ma vo cheñchet ar vonnreizh da lakaat da dalvezout karta europa ar yezhoù bihan, sinet e 1992 gant bro C'hall. Laouen eo an depute Paul Molac gant an disoc'h-mañ met n'eo ket echu an traoù c'hoazh. Eman deus mikro Yaëlle ar Mouel.