En arvar emañ an Ospital 'bar Gemene
Arru eo kozh ar savadur hag ar raktres graet get Ajans Rannvroel ar Yec'hed a zo sevel un ospital arall. Mes er savadur nevez-mañ ne vehe ket kement a draoù èl ma zo hiziv an deiz. Kaoz 'zo a lemel gweleoù, a lemel ar gegin ma vez graet ar boued, a voanaat ar servij evit penn ar vuhez, hag a lemel postoù-labour. Disadorn e oa daet ouzhpenn 700 a dud da zibuniñ er straedoù diàr galv ar sindikadoù CGT ha FO. Kement ha diwhenn ar servij publik àr ar maezoù. e mesk ar vanifesterion e oa Daniel ar Gal ha Jean-Alain Thomas é chom er Gemene ha Jean-Michel Le Cunff, maer Loc'hmaloù. Ur reportaj get Yaelle ar Mouel.