A-bep seurt traoù vo da selaou ba Gouelioù Kerlenn Pondi.
Èl bep blez vo keunniget abadennoù get ar bagad hag ar c'helc'h adal diriaou betag disul. En o mesk, festoù-noz, arvestoù, pe « devezh an taboulin » get lodenn zewezhañ ar c'hampionad breizh. Hag iwez ur c'hoñsert en iliz evit reiñ inour d'ar sonour bombard Jean-Claude Jégat a Bondi, marv tregont vlez 'zo. Hennezh noa lakaet àr-wel ha brudet ar stumm bombard ha orglezoù. Gwenlyn Brégent, sonerez taboulin er badad deus lâret hiroc'h da Yaëlle ar Mouel.