Peseurt hent àr-lerc'h ar Bac?
Betek warc'hoazh 'vo dalc'het ar saloñs Azimut 'ba Brest. Ur saloñs gouestlet d'al liseidi 'zo o klask un hent goude ar vachelouriezh. Ur gwir gourmarc'had gant ur bouchad stummadurioù: eus ar skol-veur, BTS labour-douar, stummadurioù war ar sinema. 300 stand 'zo da weladenniñ betek disadorn. Deomp d'ober un dro du-hont, ha selaouomp Maelig Burel eus Kastell, Noemie Gourves hag Elisa Guilloux eus Landerne. Gant Erwan Blanchard.