Ur vag nevez evit ar Brittany Ferries
Nevez 'zo 'zo koumanantet ur ferry nevez gant Brittany Ferries 'vit 270 million euro. Ar vag mañ, anvet Pegasis 'vit poent, 'vo unan eus o zri ferry brasañ 'bar bed 'yaio gant "gaz naturel". Gant micherourien ar chanter STX 'ba Sant-Nazer 'vo savet. Ur sapre banne avel evit STX peogwir e tegaso 2,6 million a eurvezhioù labour d'an embregerezh. 'Benn fin 2016 'vije echu ha kaset ar ferry 'vo implijet plas "Le Bretagne" ya da Vro-Spagn. Selaouomp Jean-Marc Roue, pdt Brittany Ferries. Ouzh mikro Erwan Blanchard emañ.