en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@Chenjet e vo lec'h ar marc'had e Landerne.@@@ Dilojeiñ ar marc'had, a blasenn....ar marc'had 'zo 'ba kreiz-kêr d'ar leur 'zo dirak ar Family, d'ar gwener. Setu ur soñj 'zo keunniget get tud an ti-kêr diàr ur studiadenn!!!! Tri devezh marc'had bep sihun vez e Landerne : meurzh, gwener ha sadorn. Met n'emañ ket ar vac'hadourion akord get ar soñj mañ. Erwan Blanchard neus dastumet sonjoù meur a zen. Selaouit @@@Lakaat c'hoarioù ha sportoù mod ar vro da vout anavet ba glad an Unesco.@@@ Setu get petra emañ okupet bras tud ar Falsab ha Bodadeg ar Gouren. E-raok kas an teuliad da ministererezh ar sevanadur a zougo an traoù dirak an Unesco, emañ ret renabliñ peseurt pouez neus an c'hoarioù hag ar sportoù hengounel a vreizh ba buhez an dud. Prezidant bodadeg ar gouren eo Erwan Evennou. Hiroc'h neus lâret deomp. An atersenn @@@'Benn disul 'vo ur lid da reiñ enor da Añjela Duval er C'houerc'had.@@@ Tregont vlez zo 'oa aet ar beizantez-varzhez gete. An dra a-bouez eo m'eo bet savet un delwenn dothi , a-vent geti, hag a vo dizoloet 'benn disul 'ta. Bastien Gwilhoù zo bet e penn ar raktres, lâret 'ra deomp penaos 'oa daet ar soñj da sevel un delwenn. An atersadenn doh mikro Tudual Karluer

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio