Tevenn Lehan a zo bet distrujet gant ar gorventenn e Triagad
Tevenn Lehan e Triagad er vro Vigoudenn a zo bet krignet gant ar gwagennoù uhel a zo bet e kerzh ar gorventenn dremenet. Aon o deus bet an annezidi e tarzhfe an harzh-se hag e vefe dour-beuz en tiez. Prim eo bet ar servijoù oc'h ober war-dro an tevenn : solutaet o deus anezhañ evit talañ ouzh al lanvioù-bras a zo gortozet er miz a zeu. Muioch a zisplegadennoù gant Rémy Péron, kuzulier-kêr e Triagad.