Deskiñ un eil yezh vev er 5vet klas.
Ar c'hinnig-mañ zo bet graet get ar rektordi e Breizh. An dra-se a zigaso chenjamantoù er feson ma vez kelennet ar yezhoù er skolaj. Pe vehe get ar c'hlasoù bilangue ma vez desket div yezh adal an 6vet : saozneg, alamaneg pe spagnoleg, pe en hentennoù divyezheg hag en option get ar brezhoneg. Labourat a ra ar SNES, Syndikad Broadel ar c'helenn en eil derez àr ar c'hinnigoù zo bet graet get ar rektordi. Boutiñ a ra ar syndikad evit ma vo muioc'h a vrezhoneg er skolajoù publik. Goulenn a reont ma ne vo ket lakaet ar chenjamantoù-se e plas 'benn an distro-skol-mañ-za. Yann-Pêr Deredel, perzh er snes a gont deomp pelloc'h doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.