Votet eo bet budged Dour ar Morbihan evit 2014.
Digwener e oa bodet izili ar sindikad hag a ra àr-dro d'an dour en departamant : produiñ an dour ha kas d'an dud. Passabl a labourioù vo kaset da benn 'benn ar bleadoù da zonet evit ma chomay an uzinioù produiñ hag ar c'hanioù en ur stad vat. Get-se e vo kresket un tammig priz an dour. Ret eo d'ar skipailhadoù raksoñjal er feson da gas dour d'an dud ha pa vo goulleet lenn Gwerledan 'benn 2015 ha moanaet ar Blanwezh. Aime Kergueris eo prezidant Eau du Morbihan. Selaouamp doc'htoñ.