Gortaet 'zo ur bochad tud er stalioù doc'h an dibenn-sihun.
É tostaat emañ fest Nedeleg ha ne choma ket kalz a amzer evit chwajiñ ha preniñ prezantoù. A-bouez braz eo prantad fin ar blez evit ar stalioù. Lod anezhe a chomay digor 'benn disul zoken. Èl ar stal "breizh ma bro" staliet en Alre ma vez gwerzhet produioù a-denn da Vreizh. Marie Le Cam a laboura er stal. Laret a ra deomp ar pezh a ra berzh ar blez-mañ doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.