Bec'h get stumm nevez ar c'hantonioù er Morbihan.
Dec'h ha hiziv oa en em vodet izili kuzul meur ar Morbihan.
Lakaet eo bet ar gaoz àr kartenn nevez ar c'hantonioù mes iwez àr ar budjed evit ar blez 2014. Muioc'h-mui e vez tud en diasamanted ha kreskiñ a ra ar lodenn sokial er budged. Distroamp àr an emvod get André Gall, kuzulier kanton Gwened kuzh-heol, zo er PS, an tu enep er vodadeg.