Gant poan eo bet sinet Pakt Dazont Breizh gant Kuzulierien Rannvro Breizh
Sinet eo ar pakt dazont evit Breizh hiziv. Daet eo Jean Marc Ayrault da Roazhon, ambrouget e get pemp ministr arall : Stéphane Le Foll, Guillaume Garot, Marilyse Lebranchu, Philippe Martin é karg ag an ekologiezh ha Michel Sapin. Dec'h d'enderv e oa bet studiet danvez ar pakt get ar guzulierion rannvro ha votet gete, justig. Votet eo bet evit get ar socialisted hag ar gomunisted hag enep ar pakt get an tu dezhoù, ar c'hreiz, ar re c'hlas hag an udb. Selaouamp doc'h soñjoù lod dilennidi. Hervé Guelou, e anv an UMP, Herri Gourmelen e anv an UDB ha Léna Louarn, a-berzh an tu-kreñv. Emaint doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.