Aotreet eo ar peskerezh er morioù don.
Dimerc'her o deus votet deputed parlamant europa vit chwajiñ ar politik peskerezh vo e-pad ar pemp blez da zonet. Waet int a du get dilennid ar gomizion peskerezh ha votet o deus chom hep diwhenn ar peskerezh er morioù don get rouedoù-stlej. Un dra vat evit ekonomiezh ar vro. Neoazh n'eo ket bet aes ker o deus pouezet aozadurioù ONG ekologel evit ma yay ar peskerezh-mañ da get. Alain Le Sann ag ar c'holektif Pêche et Developpement a zo laouen get diviz deputed Europa. Labouret neus kalz evit diskweiñ peseurt interestoù o doa an ONG Bloom en devizoù-mañ. Hiroc'h e tisplega deomp.