600 euro a dell-kastiz 'vit Padrig Laurent, stourmer Aïta
Ar mintin-mañ e oa barnet un ezel eus bodad Ai'Ta gant lez-varn Roazhon evit bezañ bet peg-suniet panelloù e Fouen emiz Here 2011. A-benn digwener e vo dalc'het ur prosez all evit ar memes abegoù bet c'hoarvezet en Erdeven er Morbihan. Daoust ma kav ar bodad a stourm evit lakaat brezhoneg er vuhez foran e vez lakaet gwask warno, e kompren ar justiz tamm-ha-tamm eo stourm ar brezhoneg ur pal a-bouez.
Selaouomp Padrig Laurent, bet barnet ar mintin-mañ e Roazhon. Emañ ouzh mikro Katell Uguen.