C'hoariva etrevroadell 'ba Douarnenez gant La Obra
A-hed ar sizhun en em gav komedianed a-vicher eus ar bed a-bezh e Douarnenez. Un eskemm etre-sevenadurel a zo aozet gant Peuples et Cultures hag an Ofaj, ofis galleger ar yaouankiz en Alamagn. Ar pal eo diazañ an emgav war ar yezoù hag an doareoù disheñvel d'ober c'hoariva. 5 yezh a vo da glevet neuze e Douarnenez a-hed ar sizhun ha kemend-all e Berlin a-benn miz Mae.
Katell Uguen a zo bet da welet ar bodad, displegadennoù gant Cédric eus strollad La Obra ha Ronan Favreau, ur c'homedian a-vicher o vevañ e Berlin.