Lakaat asambles skolioù meur Breizh gant re Broioù-al-Liger: nann a lavar an SLB
Digwener 'oa kinniget, gant Pascal Olivard pdt an UBO 'ba Brest, ur raktres da lakaat ar skolioù meur eus Breizh da dimeziñ ar re 'zo 'ba Broioù al liger. Ur c'hinnig diwar ul lezenn anvet lezenn Fioraso 'oa votet e miz Foenn diwezhañ. War dro 2000 den 'noant kemeret perzh 'ban emvod meur mañ 'oa aozet 'bar Penfeld. Ar raktres sevel ur skol-veur gant reoù Broioù al Liger 'na ket d'ar studierien 'zo 'bar sindikad SLB. Selaouomp Glen Bourhis, ezel eus an SLB ha eus Kuzul an UBO, ar skol-veur 'zo 'ba Brest. Emañ gant Erwan Blanchard.