Penaos vo Breizh 'benn 2030?
get Rannvro Breizh eo bet roet lañs d'un heuliad emvodoù e Breizh a-bezh a-c'houde penn ketañ miz Du. Tri emvod ba bep departamant Breizh melestradurel, unan e Pariz hag an hani diwezhañ vo 'benn an 11 a viz Kerzu e Naoned. Ar pal eo goulenn get ar Vreizhiz o soñjoù a-fed dazont ar vro àr danvezioù èl an ekonomiezh, ar vuhez sokial, an energiezhoù, ar mor ha c'hoazh. Ur lec'hienn internet zo bet digoret iwez evit dastum kinnigoù an dud. Mona Braz, kuzulierez rannvro a gemere perzh en emvod oa dec'h da noz e Pondi. Bet eo Yaëlle ar Mouel é c'houlenn hiroc'h geti.
Chom a ra daou emvod a-seurt-se : unan henoazh e Gwened ha 'benn an 11 a viz Kersu e Naoned.