Daet eo Marine Le Pen e Gwerliskin.
E fin ar beurevezh 'oa Marine Le Pen e Gwerliskin. Bet eo oc'h ober un tamm tro war ar marc'had, degemeret gant huchadennoù a-bep sort, lod é c'houlenn hi gwelet da brezidantez, lod arall éh ober faskourion ag an dud en FN. Trouz 'oa bepred, met nebeudig a dud tre tout, ha kement deus an daou du. Dleet 'oa da vMarinne Le Pen mont da gejañ ouzh implijidi Tilly-Sabco, met dre ma oa un emvod gante eo bet nullet an emgav. 'Kerzh an emvod gant ar gazetennerien 'deus bet embannet e krede 'walc'h e kreskfe fiziañs ar Vretoned en he stroll politikel. Roet 'deus da c'hoût ivez e talc'he da grediñ er stadvroad hag e save 'enep d'ar c'hoantoù emrenelour ha d'an emrended war an telloù, goûlet gant ar bonedoù ruz da skouer. Klevet zo meur a vouezh o souten anezhi pe o sevel 'enep war straedoù Gwerliskin, ur reportaj gant Tugdual Karluer.