"Brezhoneg": ur gelaouenn 'vit an dud 'zo o teskiñ ... brezhoneg
Gant Skol An Emsav, skol vrezhonek d'ar re deut ha ti-embann, zo roet lañs d'ur gelaouenn nevez evit degas traoù aes 'walc'h da lenn d'ar re zo o teskiñ ar yezh. An anv anezhi ne vo ket re start delc'hen soñj anezhañ: "brezhoneg" ken simpl ha tra. Gwenvael Jekel eo rener Skol An Emsav, gantañ ' vo klevet petra eo ar gelaouenn-mañ. Gant Tudual Karluer.