Kendalc'h a ra rannvro Breizh e labour evit sevel ar steunv evit dazont breizh.
Dec'h e oa Pierrik Massiot e Pondi evit eskemm get dileuridi ar broioù hag an tolpadoù kêrioù. Getoñ e oa Thierry Burlot, eil prezidant é karg ag an adkempenn hag an tiriadoù ha Loïg Chesnais-Girard, eil prezidant é karg ag an ekonomiezh hag an nevezadur. Yaëlle ar Mouel oa àr ar lec'h, un tamm renkan-kont geti.