en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Spered ar yezh, ur podkast da selaou asambl get ar sevener en Oriant

Spered ar yezh, ur podkast da selaou asambl get ar sevener en Oriant

Brudet a-walc’h eo ar podkast « Spered ar yezh ».

4 rann a zo e brezhoneg ha 4 rann hañval e galleg, savet diàr an abadenn « Beilhadeg e Breieh Izel » get Daniel Jequel. An abadenn-se n’eus graet berzh spontus pa veze skignet etre 1992 ha 1994 àr RBO, radio Bretagne Ouest a zo daet da vout Ici Breizh Izel. Lakaat a ra neuze àr wel Spered ar yezh abadennoù Daniel Jequel en ur mod titouret a-feson.

Ur prantad a vo aozet àrc’hoazh en Oriant evit evit selaou rann 2 ha 3 ar podkast e galleg, ha kaozel get Tudi Crequer ar sevener hag Anna Quéré a BCD, Bretagne culture Diversité n’eus produet ar podkast. An emgav a zo er sinema Le manège da 4 eur d’enderv.

Spered ar yezh a c’heller selaou àr razh ar savennoù podkast bras, àr Youtube, pe àr lec’hienn Bretagne Culture Diversité. Ha ma faota deoc’h monet d’ar vamenn ha selaou abadennoù Daniel Jekel, an aesañ tra ‘zo selou ‘ne dre Dastum media.

Tudi Crequer a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio