Ai'ta : ar prosez galv hiziv e Roazhon.
Tamallet oa dezhoñ bout bet peget pegsunioù àr panelloù hent ba bro Fouesn. Klemm oa bet douget get tier-ker Fouesn ha Forzh-Fouesn ha kuzul-meur penn ar bed evit bout graet distruj àr madoù foran. Ouzphenn 7000 euro oa bet goulennet getoñ goude ar prosez ketañ lec'h ma noa ket gellet en em ziwhenn. Ar prosez galv oa hiziv neuze. Daet 'zo tud da souten Padrig, ar stourmer. An digarez evit ar c'holektif ai'ta da lakaat ar gaoz àr plas ar brezhoneg er vuhez foran, ha pa vo an dilennadegoù-kêr é tostaat. Selaouamp Kilian, perzh e ai'ta. Un tamm rentañ-kont ag an aodians getoñ.