en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

41 000€ a glask ar familh Al Rayyes dastum evit dont da vezañ soagnet e Breizh

41 000€ a glask ar familh Al Rayyes dastum evit dont da vezañ soagnet e Breizh

E 2025 e doa kavet repu Yaser Al Rayyes, ur palestinad yaouank eus Gaza, en ur familh eus Konk-Kerne. Abaoe e klaskont holl degas Arafat, tad ar familh Al Rayyes, da Vreizh da vezañ soagnet. Rak gloazet spontus eo bet eñ gant ur vombezenn Israelian e Gaza. Goude an harz-tennañ en doa gallet bezañ kaset da vro Egipt e-pad an hañv gant daou zen all deus ar familh. Ha keloù mat a zo bet resevet gante e penn kentañ ar miz : ur viza gall a c'hellint kaout evit ma c'hellfe Arafat bezañ soagnet e ospital Brest. Met da gentañ eo dav dezho dastum tost 42 000€. Muioc'h a ditouroù gant Anthony Le Crom, a zo ezel deus komite skoazell ar familh...


Ar c'houlzad arc'hantaouiñ evit sikour ar familh palestinad Al Rayyes da zont da vezañ soagnet e Brest a c'heller adkavout dre lec'hienn ar gevredigezh « Pont de mer humanitaire », war ar bajenn « keleier/actualités ». 13 000€ a chom da zastum c'hoazh evit ma vefe posupl kement-mañ.

Skeudenn : Pont de mer humanitaire

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio