en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Gégé Gwenn: reder eus Kommanna da Viry-Chatillon!

Gégé Gwenn: reder eus Kommanna da Viry-Chatillon!

Gégé Gwenn… Moarvat ‘peus bet tro da glevout komz eus paotr Boneur ‘ba Menez Are. Tro 'neus bet da labourat 'vel skolaer ‘ba Diwan, bet eo labourer sokial, eil maer ar gumunn m’emañ o chom ‘pad bloavezhioù, skrivanger eo pe c’hoazh emañ perzh buhez kalzig a c’hevredigezhioù, en o mesk, er mare mañ Keit Vimp Bev… Met massen ‘walc’h n’anavezit ket Gégé ‘giz sportour… Plijet eo gant ar foot sur dac’h ha gant an FC an Naoned ha War Raok Gwengamp... Met Gégé ‘neus darempredet kalzig ar pistennoù atleterezh ‘pa ‘oa yaouank flamm e fin ar bloavezhioù 60 ha penn kentañ ar bloavezhioù 70. D’ar poent se ‘oa harluet gant e familh ‘ba banlev Pariz ‘ba Viry Chatillon. Ha di gant ar c’hleub ES Viry Chatillon ‘neus graet taolioù kaer bet betek mont da gampionad Frañs atle ha zoken beket kampionad Europa ! Diwar benn ar Gégé Gwenn ‘mañ ‘vo lakaet ar gaoz hudu … Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.

Sportoù

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio